Gwelet an endalc’had
Lañser
    • Hentadoù
    • Eurioù
    • Teulioù ha prizioù
    • Nepell ac’hann
    • Keleier war an trubuilhoù
    • Ar rouedadoù keveler
    • An treuzdougen digor d’an nammidi
    • Ar servijoù treuzdougen diwar c’houlenn
    • Kenweturañ
    • Keleier ar rouedadoù
    • Darempred
    • Evit an dud nammet
    • Politikerezh gwareziñ ar roadennoù
    • Korn an diorroerien
    • Diwar-benn
MobiBreizh
MobiBreizh (Mont d’ar bajenn degemer)
  • Français
  • English
  • Breizh
  • Timat ! Ober a ran gant ma dibaboù evit ma enklaskoù
    Gant ma c’hont e kavan buan an titouroù a sell ouzhin. Gwelet ar servij digoust-mañ.
  • Ankouaet ho peus ho ker-tremen ?
    N’oc’h ket enskrivet c’hoazh ? Koumanantiñ

    Krouit ho kont evit enrollañ ar chomlec’hioù, ar lec’hioù arsav hag al linennoù a vez implijet ar stankañ ganeoc’h, abalamour da gavout buan an titouroù a sell ouzhoc’h.

Breizh dre an treuzdougen a-stroll

https://www.mobibreizh.bzh/br
Deiziad moullañ : 22/03/2023
  • Hentadoù
  • Eurioù
  • Teulioù ha prizioù Keleier war an trubuilhoù
  • Nepell ac’hann
  • Teulioù ha prizioù
  • Rouedadoù

Amañ emaoc’h : Degemer >Diwar-benn

Diwar-benn

Skignañ
  • Facebook
  • Twitter
  • Kas d’ur mignon dre bostel

FIñVIT E BREIZH !

MobiBreizh, piv eo hennezh ?

17 strollegezh eus Breizh a gemer perzh hiziv an deiz er raktres lieskeveler-mañ, kenurzhiet gant ar C’huzul-rannvro, gant skoazell Unaniezh Europa : Rannvro Breizh, Roazhon Meurgêr, Brest Meurgêr, an Oriant tolpad-kêrioù, Mor Bihan-Gwened Tolpad, Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù, Kemper Breizh-Izel, Sant-Maloù Tolpad-kêrioù, Montroulez Kumuniezh, Felger Tolpad-kêrioù, Lannuon-Treger Kumuniezh, Konk-Kerne Tolpad-kêrioù, Lambal Arvor hag Argoad Kumuniezh tolpad-kêrioù, Kemperle Kumuniezh, Ti-kêr Douarnenez, Ti-kêr Landerne, Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù.

Gant ar raktres-mañ e tiskouez Breizh he youl a-stroll ha penaos e c’hall bodañ an holl obererien war dachenn an treuzdougen enni. Dastum a ra ivez an holl ditouroù a-berzh an 22 rouedad treuzdougen a zo e Breizh, a vez kavet er bajenn « ar rouedadoù keveler »

Savet eo bet ar benveg-mañ, a sikour ar monedone pemdez, gant skoazell arc’hant Unaniezh Europa.

Ur jeder hentadoù, hag estreget se ivez…

Gant mobibreizh.bzh e c’haller jediñ un hentad gant an treuzdougen publik a zor da zor.El lec’hienn-se e vez kemeret an holl zoareoù treuzdougen publik e kont (bus, metro, fungarr, tramgarr, karr-boutin, THR, TTB, morlinennoù hag aerlinennoù) asambles gant an doareoù war droad, war velo ha dre genweturañ (unan eus an traoù degaset gant ar stumm nevez-mañ).

  • Pa glasker gant « hentadoù » e vez kinniget meur a hentad dre ar munud e stumm ur sturfollenn skeudennaouet gant un tres etreoberiat da-heul. War ar sturfollenn ez eus merket pegeit e pad ar pennad-hent, pegeit e vez gortozet, peseurt doareoù treuzdougen a vez implijet, pelec’h ez eus kenereoù...
  • Gwelet an holl servijoù evit pep arsav, pep linenn pe pep kumun pa glasker gant « eurioù en arsav ».
  • Lec’hiañ an arsavioù, ar garioù hag an arsavlec’hioù war un tres, hag ivez servijoù all (arsavlec’hioù beloioù, parklec’hioù, parkoù ha kement zo) tro-dro d’ur chomlec’h pa glasker gant « Nepell ac’hann».

El lec’hienn e vezer kelaouet war an trubuilhoù pe al labourioù war al linennoù pe an arsavioù. Gallout a reer kavout ar c’heleier-se er rubrikenn  Keleier war an trubuilhoù, hag ivez en disoc’hoù pa glasker hentadoù.

Mobibreizh zo ivez ur vodulenn jediñ hag a c’hall bezañ staliet e-barzh lec’hienn an neb a fell dezhañ

Ouzhpenn ul lec’hienn Internet eo MobiBreizh, un diaz titouroù eo ivez evit a sell ouzh an treuzdougen a-stroll hag ar monedone e Breizh. Estreget al lec’hienn Mobibreizh.Bzh e c’hallo an diaz titouroù-se bezañ implijet gant binvioù all gant ar gevelerien hag ivez gant lec’hiennoù implijerien all.

Da skouer e c’hall ul leti kinnig d’ar wiaderien a zarempred e lec’hienn gwelet penaos mont betek ennañ gant an treuzdougen publik pe penaos mont eus al leti betek ul lec’h naturel pe touristerezh, hag an aozerien festivalioù a c’hallo ober kemend-all ivez evit o sellerien...

Evit bezañ gouest d’ober kement-se n’eus nemet mont er rubrikenn « korn an diorroerien » el lec’hienn.

Emeur o kargañ…

Ma dibaboù en amzer real

Gortozit, mar plij…
  • Krec’h ar bajenn
    • Facebook
    • Twitter
    • Kas d’ur mignon dre bostel
  • Steuñv al lec’hienn
  • Evit an dud nammet
  • Menegoù lezennel
  • RHGR
  • Darempred