Gwelet an endalc’had
Lañser
    • Hentadoù
    • Eurioù
    • Teulioù ha prizioù
    • Nepell ac’hann
    • Keleier war an trubuilhoù
    • Ar rouedadoù keveler
    • An treuzdougen digor d’an nammidi
    • Ar servijoù treuzdougen diwar c’houlenn
    • Kenweturañ
    • Keleier ar rouedadoù
    • Darempred
    • Evit an dud nammet
    • Politikerezh gwareziñ ar roadennoù
    • Korn an diorroerien
    • Diwar-benn
MobiBreizh
MobiBreizh (Mont d’ar bajenn degemer)
  • Français
  • English
  • Breizh
  • Timat ! Ober a ran gant ma dibaboù evit ma enklaskoù
    Gant ma c’hont e kavan buan an titouroù a sell ouzhin. Gwelet ar servij digoust-mañ.
  • Ankouaet ho peus ho ker-tremen ?
    N’oc’h ket enskrivet c’hoazh ? Koumanantiñ

    Krouit ho kont evit enrollañ ar chomlec’hioù, ar lec’hioù arsav hag al linennoù a vez implijet ar stankañ ganeoc’h, abalamour da gavout buan an titouroù a sell ouzhoc’h.

Breizh dre an treuzdougen a-stroll

https://www.mobibreizh.bzh/br
Deiziad moullañ : 23/03/2023
  • Hentadoù
  • Eurioù
  • Teulioù ha prizioù Keleier war an trubuilhoù
  • Nepell ac’hann
  • Teulioù ha prizioù
  • Rouedadoù

Amañ emaoc’h : Degemer >Politikerezh gwareziñ ar roadennoù

Politikerezh gwareziñ ar roadennoù

Skignañ
  • Facebook
  • Twitter
  • Kas d’ur mignon dre bostel

Politikerezh gwareziñ ar roadennoù

Evit ober war-dro ho koulenn dre hor furmskridoù (darempred, paeañ an telloù-kastiz...), ha kas hol lizher kelaouiñ deoc’h, e rankomp dastum hag implijout roadennoù personel diwar ho penn. Lakaet eo ar Reoliadur hollek war gwarez ar roadennoù da dalvezout ha gallout a rit lenn amañ dindan an implij a vo graet anezho dre ar munud hag an ostilhoù a zo lakaet en ho kerz evit lakaat ho kwirioù da dalvezout.

PIV ZO KARGET EUS AN IMPLIJ-SE ?

Rannvro Breizh

283 bali ar Jeneral Patton - CS 21101 

35711 Roazhon Cedex 7

PESEURT TITOUROÙ A VEZ DASTUMET ?

Gallout a ra al lec’hienn-mañ dastum titouroù personel diganeoc’h. Hervez pennaenn an nebeutaat, ne zastumont nemet an titouroù ret evit an implij a vo graet anezho.

Pa lakait hoc’h anv e-barzh al lec’hienn e vez dastumet meur a seurt roadennoù, diouzh an implij a vo graet ganeoc’h eus hor servijoù ; setu ar roll anezho :

  • Roadennoù anaout (en o mesk merkañ hag ur plac’h pe ur paotr oc’h, anv, anv-bihan, chomlec’h elektronek, ger tremen) ;
  • Roadennoù daremprediñ (en o mesk ar chomlec’h post pe elektronek, niverenn bellgomz hezoug) ; 
  • Roadennoù war an implij (en o mesk ar pajennoù web bet gwelet ganeoc’h) ;
  • Roadennoù kevreañ (en o mesk chomlec’h IP hoc’h urzhiataer, logoù kevreañ hag implijout) ; 
  • Roadennoù lec’hiañ.

Pa zeuit da weladenniñ hol lec’hienn e c’hall un toupin bezañ staliet en un doare emgefreek e-barzh hoc’h urzhiataer. Graet eo an toupinoù evit enrollañ titouroù war an doare ma vez merdeet gant an implijer e-barzh ul lec’hienn, ganto avat n’haller ket gouzout piv eo an implijer-se. Gallout a rit diweredekaat an toupinoù gant an arventennoù a zo en ho meziant merdeiñ (diwar al lañserien ostilhoù/dibarzhioù).

Bep taol ma vez dastumet roadennoù personel e-barzh hol lec’hienn e vez embannet en ur mod sklaer palioù ha doareoù an dastum-se hervez lezenn ar 06.01.1978 diwar-benn an urzhiataerezh, ar restroù hag ar frankizoù, ha Reoliadur hollek war gwarez ar roadennoù.

PIV A RA GANT AN TITOUROÙ-SE HA DA BETRA E SERVIJINT DEOMP ?

N’eus nemet kenlabourerien an embregerezh Cityway, servijoù ar strollegezhioù eus Breizh a labour gant MobiBreizh hag an embregerezhioù a vez o verañ o rouedadoù treuzdougen, a c’hall gwelet ho titouroù. Dastumet e vez roadennoù, da gentañ-penn, evit ar pourchaser Cityway a ra war-dro merañ al lec’hienn. Diouzh ar goulenn a vez kaset e c’haller treuzkas ar gemennadenn ha daveennoù ar gwiader da Rannvro Breizh, da unan eus kevelerien MobiBreizh, koulz strollegezhioù ha korvoerien.

Da-geñver ar c’hevratoù da gas da benn e c’haller implijout ar roadennoù-se evit :

  • Merañ ar gont arval ;
  • Anaout ha gwiriekaat ar pratikoù pe an implijerien ;
  • Kelaouiñ ar pratikoù (posteloù, da skouer Kemennoù treuzdougen, trubuilhoù, keleier ar servij) ;
  • Respont d’ar goulennoù, en o zouez ar re a sell ouzh an titouroù.

DAOUST HA DROED HON EUS D’IMPLIJOUT AR ROADENNOÙ-SE ?

Pa lakait hoc’h anv evit al lec’hienn e talvez ec’h asantit d’an implij a vo graet eus an titouroù evit kas keloù. Gallout a rit lemel hoc’h anv pa garit.

PELEC’H HA PEGEIT E VEZ MIRET HO TITOUROÙ ?

E-barzh servijerien hag a zo e broioù eus Unaniezh Europa. Ne viromp ho titouroù nemet ar pad a vez ezhomm, deomp da seveniñ ar c’hefridioù a zo meneget uheloc’h pe da respont d’hon endalc’hoù diouzh lezenn.

PETRA EO HO KWIRIOÙ ?

Gallout a rit gwelet an titouroù a sell ouzhoc’h pe goulenn ma vefent diverket. 
Gallout a rit ivez implijout ar gwir enebiñ, ar gwir reizhañ hag ar gwir da vevenniñ an implij a vez graet eus ho roadennoù.
Evit lakaat ar gwirioù-se da dalvezout pe evit gouzout hiroc’h war an doare ma vez tretet ho titouroù er stignad-mañ, e c’hallit dont e darempred ganeomp dre bostel  informatique-libertes@bretagne.bzh , pe dre lizher da Rannvro Breizh, 283 bali ar Jeneral Patton - CS 21101, 35711 Roazhon Cedex 7. Pa gasit ur goulenn deomp, kasit un eilenn eus un teul-anaout da-heul, mar plij.
Ma soñj deoc’h, goude bezañ deuet e darempred ganeomp, ne vez ket doujet d’ho kwirioù Stlenneg ha Frankizoù pe ne glot ket ar stignad gant ar reolennoù a sell ouzh gwarez ar roadennoù, e c’hallit ober klemm da KBSF.

Emeur o kargañ…

Ma dibaboù en amzer real

Gortozit, mar plij…
  • Krec’h ar bajenn
    • Facebook
    • Twitter
    • Kas d’ur mignon dre bostel
  • Steuñv al lec’hienn
  • Evit an dud nammet
  • Menegoù lezennel
  • RHGR
  • Darempred